tag:blogger.com,1999:blog-286061482009-03-23T19:56:26.055+01:00Gant red an dourAr blog-mañ zo bet savet d’an 23 a viz Mae 2006. Skrivet eo e brezhoneg penn-da-benn… Me a garfe kemer perzh e brud ar yezh !Rémi Chénonoreply@blogger.comBlogger55125tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-74279254200024391422009-02-24T17:56:00.003+01:002009-02-24T18:08:47.735+01:00Klañv c’hoazh !Klañv on abaoe ur mizvezh. Tanijenn ar sinus ’m eus, droug sinus hervez ar geriadur. Torr-penn eo. Kavout a ra din evel ma vefe leuniet ma fenn gant stoub pe gant koton. Diaes eo labourat e-giz-se !

Bet on e ti ar medisin ur wech, hag ur wech all goude div sizhunvezh. Bewech en deus roet din louzoù da gemer. Evit ar wech-mañ eo ret din kemer un antibiotik kreñv-tre. Lennet ’m eus an notennig a ya gant ar voest. Efedoù da c’hoarvezout : droug stir (da laret eo “ tendinite ”), sav-kalon, foerell, h. a. !

Kalon vat, ma faotr ! Emaout o vont da barañ… emichañs !

Rémi Chénonoreply@blogger.com1tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-47425545040888130582009-02-20T09:43:00.004+01:002009-02-20T14:45:19.248+01:00En trenEn-dro d’am blog ! Pelloc’h eget ur bloavezh n’em eus ket skrivet warnañ. Adkavout a ran anezhañ gant doujañs un tammig. Ne oan ket evit lakaat anezhañ didu, dilezet, emzivat. Skiant am boa da zilezel ar yezh war un dro gantañ. N’eus ket anv !

Tremen a ran ur sizhunvezh e Belgia. Bemdez ez on gant an tren eus Rixensart da Louvain-an-Nevez evit ar beure, hag en-dro da Rixensart e fin an devezh. Labourat a ran e levraoueg ar skol-veur. Ur vuhez kompez, enoeüs zoken. Plijout a ra din memestra ar vuhez louet-mañ, ha n’eus ket traoù dibar enni. Traoùigoù fentus a zeu da vezañ a-bouez : ur plac’h o vousc’hoarzhin en ur bignat d’ar c’hombod (hag uhel e zerezioù !), ur paotr o venel kousket a-benn pemp munutenn goude ma eo loc’het an tren. War ribl an hent eo strewet gouleier-tremen kozh kouezhet abaoe meur a vloaz. N’eo ket brav, sur a-walc’h. Em soñj avat int henvel ouzh ar c’hrizennoù war dremm un den kozh. Kaer a gavan anezho.

Rémi Chénonoreply@blogger.com0tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-84725275881077917022007-10-24T17:54:00.000+02:002007-11-01T17:41:18.740+01:00Ar c’hleñved AlzheimerUr pennad ’m eus kavet er gazetenn “ Le Monde 2 ” diwar-benn ar c’hleñved Alzheimer, gant un atersadenn fromus eus ur gleñvouriez, Claude hec’h anv, en deus savet ur blog evit kontañ he buhez.

Setu komzoù tennet eus hec’h atersadenn…

En em santout a ran evel un den “ skignet &rdquo, a-stlabez.

Mont a ra kuit ma spered troc’h-didroc’h.

N’on ket evit ober lamaduroù. Ne ran ket nemet sammadurioù. Marteze rak ne fell ket din ken e vo dilamet un dra bennak diganin. Bevañ a ran evel ma vijen en ur wezenn e vije torret he skourroù a-vuzul ma’z an a-raok enni.
Ha d’he div verc’h e lavar :
Marteze e vo un deiz ma n’anavezin ket ken ac’hanoc’h. Un dra zo sur avat : en em santout a rin brav ganeoc’h bepred. Chom a ray ar garantez, ar garantez rik-ha-rik. Neuze, perak bezañ trist ? Ma reot strivioù evit chom joaius ha laouen, daoust ar glac’har, e vo mat deomp a-gevret.

Rémi Chénonoreply@blogger.com1tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-31012129604293551582007-08-24T14:47:00.000+02:002007-09-04T12:43:40.150+02:00Gounit hon hêrezh
“Was du ererbt von deinen Vätern hast,
erwirb es, um es zu besitzen.”
Johann Wolfgang von Goethe, Faust kentañ.
“An hêrezh ho peus degemeret diouzh ho tud,
gounezit anezhi evit he ferc’hennañ.”
Bamet on bet gant ar frazenn-mañ en ur lenn anezhi war moger un ti e Lusern e bro Suis. Staget am boa diouzhtu al lavar gant Goethe da stad ar yezh e Breizh. Petra o deus graet ar Vretoned eus o yezh, da lavaret eo eus o hêrezh ?

Ma familh a zo eus Kistreberzh moarvat. Met ganet on bet e-kichen Pariz, n’on ket ur Breizhad gwir neuze. Koulskoude aet on da vezañ unan en ur zeskiñ ar yezh. Adkavet am eus ma hêrezh gant ma strivoù. N’anavezan ket mat nag ar vro, nag he giz, nag he sevenadur, nag hec’h hengounioù. N’on ket evit kontañ eñvorioù eus an amzer tremenet e Breizh. Klasket em eus avat piaouañ un tamm eus Breizh war-bouez ar yezh.

Souezhet on bet da vat pa em eus dizoloet Bretoned oc’h ober goap ouzhin rak deskiñ a ran o yezh ha n’anavezont ket anezhi o-unan. Da betra e servijo dit ? Un dra e maez ar c’hiz eo ar yezh. Un dra kozh ha ret eo ankounac’haat anezhi.

O hêrezh eo ar yezh koulskoude. Ne vo ket kollet gant an holl. Gounit a raimp anezhi evit he ferc’hennañ.

Rémi Chénonoreply@blogger.com0tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-87752690605877594192007-07-25T14:30:00.000+02:002007-07-29T22:05:06.727+02:00Skuizhnez ebetLennet en ul levr gant Exbrayat (!) : ne yelo ket ar mor da vezañ skuizh biken…

N’eo ket diwir ! En em c’houlenn a ran : an abeg an hini eo ma vez santet ur voem o sellout ouzh ar mor ? Setu an nerzh diaoz, setu ar youl glan, ha n’anavez skuizhnez ebet. Pep den a blij dezhañ arvest ar mor o ruilhañ e wag a-stok ouzh an aod. Nerzh a vo kavet ennañ, ha pasianted ar garantez.

Rémi Chénonoreply@blogger.com0tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-47367719145023492272007-07-09T12:38:00.000+02:002007-07-09T12:45:19.410+02:00C’hoarzhinStlepel a ra e c’hoarzh
dreist keleier ar walleur,
ur gontell lemm hag a droc’h
un egor disuj evit ar vuhez.
Laouenn hag hegarat e zremm,
yac’h-pesk ha bev e galon.

Rémi Chénonoreply@blogger.com0tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-77288861098110732532007-07-02T16:59:00.000+02:002007-07-02T17:09:30.073+02:00Erc’h war an enezegAdkavout a ran hiziv ar gwerzioù-mañ gant Maodez Glanndour am boa lennet mizioù zo. Brudet kenañ int hep mare abalamour d’o c’hoantiz.

Hag-eñ eo diskennet en noz
Elerc’h gwenn-kann an hanternoz ?
Hag e kouskont er mor morzet,
Pleget o fenn dindan o fluñv.

N’eo ket elerc’h. An erc’h
A zo kouezhet askellek en enezeg.
N’eus en aber ’met reier
A huñvre kuñv dindan o fluñv.
Piv a c’hallfe treiñ ar gwerzioù ha ne drubardfe o aozer ? Un abeg c’hoazh evit deskiñ ar yezh…

Rémi Chénonoreply@blogger.com1tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-89335422568510779932007-05-30T11:57:00.000+02:002007-05-30T18:32:27.991+02:00Óneri mihi sum
Nunc autem quóniam quem tu imples, súblevas eum, quóniam tui plenus non sum, óneri mihi sum. [Neuze an hini a leugnit a vez savet ganeoc’h dre ma vezan ur garg evidon-me pa ne vezan ket leuniet ganeoc’h.]
Lennet em eus ar frazenn gevrinus-mañ gant sant Augustin hiziv. Ur paradoks eo : pa vez goullo an ene e vez ponner, pa vez leun a Zoue e vez skañv. Ar mab-den a vez flastret gant pouez e vuhez pa vez goullo eus bezañs Doue e ene. Gant gras Doue avat e vez kresket dezhañ diveskell, diveskell al levenez, diveskell ar Spered Glan.

Rémi Chénonoreply@blogger.com0tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-86792796494778965362007-05-12T16:49:00.000+02:002007-05-12T17:18:51.440+02:00Bennigañ ar vaouezHiziv eo bet kontet din ar pezh a vez graet e Bro Sri Lanka d’ar merc’hed pa vezont deuet d’o c’hrennoad. Evit mizioù kentañ ar plac’h e vez lidet ur gouel dreist ha dibar : gwisket e vez ar plac’h evel ur briñsez, profoù a vez roet dezhi. Ne vez ket kuzhet hec’h afer, er c’hontrol e vez embannet d’ar gerent ha d’an amezeien… Setu ur vaouez nevez o tont en hon touez !
Pegen brav eo ar c’hustum-se ! Lakaet e vez d’ar merc’hed kompren bri hag enor o stad : n’eus ket mezh ebet gantañ !
Ur paotr on, n’ouzon ket penaos e vez santet gant ar merc’hed o donedigezh d’an oad. Me a gav din koulskoude n’eo ket aes-tre dezho en hor broioù pa vez kuzhet d’an holl ur prantad ken a-bouez evito. A-dra-sur e vez aesoc’h da briñsezed eus Sri Lanka, gwisket brav ha benniget gant an holl.

Rémi Chénonoreply@blogger.com0tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-479139769121664122007-04-22T17:22:00.000+02:002007-05-12T17:19:58.818+02:00Paotr an tour-tanA-daol-trumm eo deut anat din : paotr an tour-tan eo an Aotrou Doue hervez ma kont ar salm 92.

An Aotrou a ren ! Gwisket eo a splannder,
gwisket a nerzh eo an Aotrou,
gourizet en deus e zargreiz gant galloud.

Diazezet hoc’h eus an hollved, ne vrallo ket !
Ho tron hoc’h eus startaet a holl viskoazh,
a-vepred ez oc’h-c’hwi o Doue !

Ar stêrioù bras a sav, Aotrou,
ar stêrioù bras a sav o mouezhioù,
ar stêrioù bras a sav en ur grozal.

Kreñvoc’h eget mouzeh an doureier bras,
galloudusoc’h eget tarzhioù ar mor
eo galloudus an Aotrou en neñvoù.

Sur-meurbet ha divrall en ho tivizadurioù !
Ar santelezh, Aotrou, a zo dleet d’ho ti
e padelezh an amzerioù.
Sklaer evel lagad an naer eo ar skeudenn : evel ma vije an Aotrou Doue paotr an tour-tan uhelañ war an douar, o troniñ dreist ar bed a-bezh, kreñv a-enep an nerzhioù gourdrouzus a dag ac’hanomp bemdez. An trec’h a vo gantañ, sur-mat. Diazezet en deus ar bed na vrallo biken. Arabat spontañ neuze : ma vez an Aotrou ganeomp, piv a vije a-enep deomp ?

Rémi Chénonoreply@blogger.com3tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-1176839127881992882007-04-17T21:03:00.000+02:002007-04-17T21:45:27.943+02:00C’hoantoù an oad-gourKarget omp gant c’hoantoù n’o deus ket kavet o gwalc’h. Setu orin poan-spered an dud lies-a-wech… C’hoantegezh an den n’anavez harz ebet. Re greñv eo ha ne vo distavet biken. An den a zo bras ha ledan e galon, n’eus ket moaien d’he leuniañ. Emañ tristidigezh an ene hag hiraezh dizeur ar spered o chom el lec’h dilaouen-mañ ma klemmich hor c’halon. Petra a zo d’ober neuze ? Huanadiñ a-hed an devezh ? Keinal eus tarzh-an-deiz betek eurioù digousk an nozvezh ? Chom grignous o trueziñ outañ e-unañ ? Gwelloc’h e vefe klask risklañ e vuhez en ur zegemer e c’hoantoù, en ur asantiñ outo. Hent al levenez a dremen amañ. Kavet e vo al levenez en ur zilenn e c’hoantoù, ha n’eo ket en ur chom a-grap ouzh o seveniñ. Karet e vo ar gortoz muioc’h eget ar pezh a vez gortozet. Karet e vo ar c’hoant muioc’h eget ar pezh a vez spurmantet. Setu marteze furnez an oad-gour : gouzout tu ar gortoz, tu ar basianted, staget d’al levenez a zeu…

Rémi Chénonoreply@blogger.com0tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-1176148413620717432007-04-09T21:46:00.000+02:002007-04-26T09:07:17.354+02:00Gwez o tañsalDec’h e oa brav-kenañ an amzer. Bet oan o vale en ur c’hoad e-kichen Roazhon evit fin an devezh. Ne oa ket kalz a dud d’an eur-mañ. Sioul e oa ar c’hoad. Ne gleved ket nemet kanaouennoù al laboused. Glas-mik oa an oabl, hep tarch ebet. O sellout ouzh bleñchenn ar gwez e oan, savet uhel dreist kefioù divuzul. Un aezhenn skañv a heje anezho. Fiñval a raent goustadik… Chomet e oan ur vunutenn pe ziv, sebezet gant o dañs. Sioulder ha peoc’h a leunie ma ene.
Ar gwez a zañs gant o fennoù tra ma tañs an den gant e dreid… Ret e vefe dimp deskiñ digant ar gwez un doare aereloc’h da vevañ !

Rémi Chénonoreply@blogger.com0tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-1174338791206528362007-03-20T11:12:00.000+01:002007-03-20T09:11:58.043+01:00Ur bedenn
Пока Земля еще вертится, пока еще ярок свет,
Господи, дай же ты каждому, чего у него нет:
мудрому дай голову, трусливому дай коня,
дай счастливому денег… И не забудь про меня.

Пока Земля еще вертится — Господи, твоя власть!—
дай рвущемуся к власти навластвоваться всласть,
дай передышку щедрому, хоть до исхода дня.
Каину дай раскаяние… И не забудь про меня.

Я знаю: ты все умеешь, я верую в мудрость твою,
как верит солдат убитый, что он проживает в раю,
как верит каждое ухо тихим речам твоим,
как веруем и мы сами, не ведая, что творим!

Господи мой Боже, зеленоглазый мой!
Пока Земля еще вертится, и это ей странно самой,
пока ей еще хватает времени и огня,
дай же ты всем понемногу… И не забудь про меня.

Молитва, 1989, Boulat Okoudjava, 1924-1997.

E-pad e tro ar bed c’hoazh, e-pad e lugern ar gouloù c’hoazh,
Aotrou, roit da bep hini kement a vank dezhañ :
d’an hini fur roit e benn, d’an hini aonik e gezeg,
d’an hini eürus gwenneien… ha n’am ankouait ket !

E-pad e tro ar bed c’hoazh — Aotrou, ho kalloud !
Roit d’an hini a zo o kregiñ er galloud an trec’h war ar galloud,
d’an hini brokus un ehan betek tarzh an deiz da nebeutañ,
da Gaïn roit ar morc’hedoù… ha n’am ankouait ket !

Gouzout a ran : pep tra a zo en ho talc’h, krediñ a ran en ho furnez
evel ma kred ar soudard lazhet e treuzvevo er baradoz,
evel ma kred pep divskouarn en ho komzoù c’hwek,
evel ma kredomp hon-unan ha n’anavezomp ket hon ober.

Aotrou ma Doue, gwer ho taoulagad evidon,
e-pad e tro ar bed c’hoazh, ha pegen iskis eo evitañ e-unan !
ha trawalc’h eo an amzer hag an tan evitañ,
roit da bep hini un tammig… ha n’am ankouait ket !

Rémi Chénonoreply@blogger.com0tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-1174294867411292442007-03-19T10:58:00.000+01:002007-03-28T13:45:22.233+02:00Yaouankiz(Diwar ur werz gant Li Bai.)

E kreiz al lenn bihan
ez eus un hañvdi eus porselen
gwer ha gwenn.

Evel kein un tiger
e kromm ur pont eus mein-jad
war-zu an hañvdi.

En o c’hoazez er gêr, mignoned
gwisket brav, oc’h evañ hag o varvailhat.
Meur a hini o skrivañ gwerzioù.

O milginoù seiz troñset a-dreñv,
o zogoù gwintet laouen
betek ar chouk.

War c’horre sioul al lenn bihan
e vez gwelet marvailhoù
e melezour an dour.

Heñvel ouzh ul loargresk
e lugern ar pont, bolz war an tu gin.
Mignoned wisket brav oc’h evañ hag o varvailhat.

An holl en o sav war o fenn
en hañvdi eus porselen
gwer ha gwenn.

Rémi Chénonoreply@blogger.com0tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-1174237738927297302007-03-18T19:08:00.000+01:002007-03-28T13:47:11.540+02:00Dallidigezh hor buhezBezañ ur c’hristen n’eo ket aes. Gouzout a reomp mat se ! War hent hor buhez hon eus en em zizoloet e hentoù-dall. A wechoù e kave deomp e c’hallfemp displegañ ar feiz kristen hervez ur skeudenn ne oa ket dereat eviti avat.
Hon troioù-kaer a feiz hon eus pep hini, pe, kentoc’h, hor gwalldroioù. Bez’ ez eus deizioù ma sav ar gouloù o tiskuliañ hon hent-dall, o flatrañ ar gitaj hor boa gwisket evit hañvalout war ur c’hristen gwir.
Sur-mat ho peus graet an arnodenn-mañ : goude komzoù ur mignon, war lerc’h un darvoud bennak en hor buhez, e-pad un diviz, en ur lenn ar Bibl, en ur lidañ ur sakramant, pe simpl-ha-simpl e-pad ar bedenn, e vez dizoloet un darn eus hor buhez evel un dra flak ha bresk war un dro. Kavout a rae din e ouien pep tra diwar benn ar garantez ma’z on krog da zizoleiñ penaos e c’hallfe stummañ ma buhez. Kavout a rae din em boa dibabet an doare dereat da vont gant an arc’hant ma komprenan pegen bouzar on bet ouzh kalvadennoù ur mignon din. Kavout a rae din bezañ war lerc’h ar C’hrist ma oan o c’hengervel anezhañ.
Degouezhout a ra un dra vadinellus, un diskuliadur. Dizoleiñ a ran ma hent-dall. Hag un hent nevez-flamm a ya war wel d’am dallidigezh.
Evel-se e ya an den a feiz war-raok, eus e zallidigezh d’un diskuliadur. Setu penaos e tarev ar feiz, penaos e kresk ar vuhez speredel. An hent-mañ zo ret d’ar feiz a vez dalc’hmat keidet ha diazezet dreuzañ.

Rémi Chénonoreply@blogger.com1tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-1171815906864995262007-02-18T17:18:00.000+01:002007-04-05T15:32:13.626+02:00Distro eus DubaiAet on e Dubai evit ur sizhunvezh, pedet gant mignoned din hag a labouront eno. Gwelet ho peus fotoioù eus savadurioù uhel uhel e Dubai ? Badinellus int. Hag ar c’hreizennoù kenwerzh ?  Unan eus ar re brasañ a endalc’h ur savlec’h evit skiañ, gant erc’h ardaouel, redhentoù, ur fundagor… Ur boem !… Ur boem ? N’eo ket sur a-walc’h. Diaezet oan bet o welout an holl varvailhoù-mañ. Ugent vloaz zo on bet e bro Arabia evit ma labour (ijinour douaroniour e oan a vicher). Dizoloet am boa ur bed all, pinvidik-mor, tomm abominapl, ne oa ket plijus-tre bevañ ennañ. Souezhus e oa : roud ebet eus sevenadur ar vro, nemet un dra : d’ar Gwener (devezh dilabour ar sizhun) e weled teltennoù bras savet war ribl ar gourhentoù hag a oa ar familhoù o tremen an devezh enno, evel ma vevent kant vloaz zo. Un diempradur par am eus dizoloet e Dubai. Pinvidigezh bepred ha dre-holl, sevenadur ebet avat. N’eus ket na mirdioù na testoù an amzer tremenet. Ur vro ziliammet eus an istor, hep gwrizioù.

Rémi Chénonoreply@blogger.com2tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-1170261572666479702007-01-31T17:37:00.000+01:002007-03-18T18:28:33.816+01:00An dourgiAn dourgi eo ma zotem skout. Setu perak e plij din al loen-se ! Dourgon zo hag a vev e-barzh ar mor, re all a vev e-barzh ar stêrioù. Barrek-kenañ int war an neuñviñ. Gwelet em eus unan o neuñviñ war e gein en ur zebriñ un istrenn. Lakaet en doa ur maen plaen war e gof hag an istrenn warnañ. En ur flodañ e oa o stekiñ ouzh an istrenn gant un eil maen evit terriñ anezhi. Pebezh ijin ! Ha pegen ampart e oa al loenig-mañ ! Ma vez muzuliet ar speredegezh dre ar varregezh da implij binvioù, e vez neuze an dourgi ul loen gwall speredek hag a oar implij daou venveg a-stroll evit digeriñ un istrenn. Ar paour-kaezh loen en deus ur feur brav o sachañ evezh ar chaseourien siwazh… N’eus ket ken kalz a zourgon en hor gwazhioù evit an deizioù.

Rémi Chénonoreply@blogger.com1tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-1167844392082009712007-01-03T17:54:00.000+01:002007-01-03T18:22:15.316+01:00Skiant ar madUr paotr en e garr a c’houlenn digant ur c’houer : “Pelec’h emañ an hent da Wengamp ?” An hini all da respont : “En ho plas, n’ajen ket eus amañ !”
Fentus ha souezhus eo ar respont-mañ. Heñvel eo ouzh hon doare da leviañ buhez ar re all avat !
Alies e vez graet evel-se gant an dud : e-lec’h skoazellañ anezho ne reomp ket nemet disklêriañ dezho penaos (pe biv) e vefe ret dezho bezañ. “Gwelloc’h e vefe dit bezañ an den-mañ-den ! E-giz-se e vefe tu d’ober un dra vat ac’hanout !”
Da gentañ ret dimp degemer ar re all hervez ma’z int. Da eil klask ganto un hent aes evit o buhez. Ha mat pell zo.

Rémi Chénonoreply@blogger.com0tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-1167069379336276672006-12-25T18:54:00.000+01:002006-12-25T21:31:14.196+01:00GoañvEvel ma kemmesk ar mor gant ul latar stank en deus gwisket an douar al libistr sklas a ya a-sil e-barzh pep hent-kev, pep toullenn ha pep erv. Diskolpañ a ra an douar lizennek, gwak ha bresk war un dro. Mirout a ra kement hini a vac’h warnañ, den pe loen, da genseurt e zienez. Trouz ebet, liv ebet war ar parkeier, bezioù bras ha digor o c’hortoz ma lonkint o freizhoù. N’eus nemet ur yenijenn louet ha luget o skornañ ar vro. Strivañ a ra ul labous du da nijal dreist ar golo eus poan stonket ouzh gorre ar maezioù. Un darnij ponner hag izel, prouenn splann eus nerzh ar reuz hag eus gwander ar vuhez. Pegen yen eo din em c’halon !

Rémi Chénonoreply@blogger.com0tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-1162631810758068022006-11-04T09:56:00.000+01:002007-01-31T17:45:55.753+01:00Droch eo an dudSetu ar pezh ’m eus lennet war lec’hienn AFP diwar-benn harzadenn an Itron Lelièvre, mamm yaouank David, he deus lakaet anezhañ marv en ul lenn e-kichen Redon :

Ar vamm yaouank […] zo deuet berr-ha-berr da he chomlec’h gant an archerien. Aet eo da c’houde dioutañ dindan huadoù un ugent den oadet bennak, gant bugale en o zouez, bodet dirak ar savadur.
Gant ar vezh ! Ne gomprenan ket an huadoù-se… Ne zifennan ket muntr ur babig, evel-just. Me a gav din, koulskoude, n’eo ket ar vamm-se un euzhden hag a vefe ret diskouez anezhañ en ur gunujañ warnañ. N’ouzon ket ar pezh zo c’hoarvezet etre ar vamm hag he babig. N’anavezan ket buhez ar vaouez-se. Un dra zo sur koulskoude : un den eo, un den eveldon, un den eveldoc’h. Klañv he spered, marteze, sur a-walc’h. Met un den a chom da vezañ. Ne vo ket kollet an doujañs biken he deus urzh dezhañ.

Rémi Chénonoreply@blogger.com1tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-1160287320149525462006-10-08T08:00:00.000+02:002006-10-24T20:29:14.533+02:00Hoalañ ec’h eneEn un enezenn e-kichen Java, er c’hevandir aziat, ez eus ur meuriad diorbid ha paour gant kustumoù dreistordinal. Bemdez evit tarzh-an-deiz e ya paotred ha merc’hed da gutuilh bleunioù hollgaer. Gwiskañ a reont anezho evel bravigoù. Fellout a ra dezho hoalañ oc’h ene gant ar bleunioù-se evit ma chomont gant o c’horfoù.
N’eo ket fall ar boaz-se ! Me a gav din, e vefe un dra d’ober du-mañ ivez. Sur a-walc’h, n’eus ket aon ebet ganimp da goll hon ene. Met goût a reomp mat pegen ziaes eo evit meur a hini d’en em garout. En ur gemer an amzer evit en em fichañ gant traoù brav e teskomp pegen brav hag hegarat omp-ni.
Un doare da hoalañ ma-unañ ha d’adsevel ar peoc’h ganin-me. Un doare da zizoleiñ levenez ar vuhez, priz pep devezh… Ur furnez da vat, n’eo ket ?

Rémi Chénonoreply@blogger.com0tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-1160228515722559502006-10-07T15:22:00.000+02:002006-10-07T15:45:32.526+02:00Krouet evit ar wirionezDec’h em boa selaouet ur brezegenn gant Timothy Radcliffe evit digoridigezh ar bloavezh e UCO e Angers. Lâret en doa un dra am boa selaouet c’hoazh, met evit ar wech-mañ, n’ouzon ket perak, skoet on bet ganti. Setu ar pezh en doa lâret :

Ar pesk a zo anezhañ evit neuial. Al labous a zo anezhañ evit nijal. An den a zo anezhañ evit klask ar wirionez.
Ur re bennak er sal a oa o c’hortoz ur ger all, d’am soñj. Meur a hini a lavarfe ez eo an den anezhañ evit ar garantez, hep mar.
Evit ar wirionez omp bet krouet. Ret eo lezel al lavar-mañ troc’hañ e hent dre hor penn hag hor c’halon. Ar wirionez, da lavarout eo al logos, ur varregezh evit prederiañ, evit pouezañ an tu pe du… Tra difer an den eo ar c’hlask-mañ. Ma vefe gwir lavar Timothy, petra a cheñchfe em buhez ?

Rémi Chénonoreply@blogger.com0tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-1157473201863953022006-09-05T18:18:00.000+02:002006-10-03T19:46:39.953+02:00Minos ha NikosLennet ’m eus ur c’heñveriadur gwall zedennus etre mojenn ar Minotaur hag an abadenn vrudet-kenañ “Star Academy” er skinwel. Pa vez komzet eus ur pemzek den bennak, merc’hed ha paotred a-gevret, bodet er memes lec’h prennet, a vo amprouet gant meur a arnodenn griz, kaset kuit an eil goude egile, betek ma ne chomo nemet ur gounezer, ur c’hloar zivent gantañ, peseurt soñj a zeu deoc’h ?
Gwechall e oa ur roue, Minos e anv, en doa aloubet kêr Aten ha goulennet groñs e vefe kaset seizh paotr ha seizh plac’h da Enez-Greta bep nav bloaz. Ur roñfl den-tarv, Minotaur e anv, a c’hortoze an dud yaouank en ur milendall evit plaouiañ anezho. Gouzout a rit an istor : Teze an hini eo a oa aet ar maout […!] gantañ.
Iskis eo ar c’heñveriadur, n’eo ket ? Oc’h en em c’houlenn emaon : ret e vefe kompren eo Nikos (displeger an abadenn) ur Minos nevez, da lavarout eo un enebour kriz, ur mac’homer a-enep ar yaouankiz ?
Pe n’eo ket Nikos an enebour, met reizhiad ar skinwel kentoc’h…

Rémi Chénonoreply@blogger.com1tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-1157296475995434042006-09-03T16:42:00.000+02:002006-09-20T13:15:39.360+02:00LivioùEn eil levriad an antologiezh gant Frañsez Favereau anvet Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved (Montroulez : Skol Vreizh, 2003) e vez kavet un destenn verr gant Maodez Glanndour (anv-pluenn an aotrou Loeiz ar Floc’h), “Liv” hec’h anv, p. 477 :

Livioù, livioù, dreist pep tra livioù.
Amañ n’eo ket danvezek, kalet, troc’het resis al livioù. Amañ int skañv, fiñvus. Du-hont e veze ganto doare un dra, amañ eo doare an aer.
Amañ, da lavarout eo e Breizh, n’eus nemet meskajoù al livioù. An aer treuzwelus a zo tarchoù eus livioù a bep seurt ennañ.

E bro Italia e oan deuet da heugiñ ouzh ar sklerijenn-se ponner ha mut. Du-hont ne veze nemet daou liv, melen an heol ha glas an neñv, ar re all a oa lazhet. Ken teñval ar siprez hag an derv — du bepred heñvel.
Oc’h en em c’houlenn emaon : penaos e vo degemeret an dud en ur vro ha na c’houzañv ket an arlivioù disheñvel, en ur vro ma vezont lazhet enni ?

Breiz, douar al livioù bepred nevez, sonerez kemmus war vent an deiz hag amzerioù ar bloaz, arlivioù a zaskren hag a nij en aer.
Liv glas, dit da gentañ va meuleudi […]
Gwelloc’h e vefe ganin meuleudi al liv louet a zo ur meskaj eus gwenn ha du, evel-just, eus glas ha melen zoken. Louet eo an oabl hag ar parkeier dindan ar vrumenn, louet eo ar mor en traoñ a ya da dizhout betek fin ar bed. Louet-glas eo daoulagad ar vaouez harpet ouzh he bazh. Ha louet ivez he c’halon marteze, desket ankouaat he lorc’h eus ar vro hag eus ar yezh war he lerc’h.

Rémi Chénonoreply@blogger.com0tag:blogger.com,1999:blog-28606148.post-1156438370807286692006-08-24T18:32:00.000+02:002006-08-24T21:01:52.186+02:00An deiz o tontSetu ar pezh ’m eus ijinet en ur lenn ur varzhoneg gant Anjela Duval.

An deiz o tont, trec’h d’an noz sklas.
An heol o skeiñ ouzh ma stalafioù.
Mont a rin em sav war arbenn d’e bromesaoù.
Bemdez e vez un dasorc’h nevez
ha nerzhoù ha startijenn gantañ
evit derc’hel da vont…

Graet hoc’h eus al loar evit mentañ an amzerioù,
an heol a oar ampoent e guzh :
Degas a rit teñvalijenn ha setu an noz,
ma kantre enni holl loened ar c’hoadeier.
Al leoned yaouank a yud war-lerc’h o freizh
en ur c’houlenn o magadur digant Doue.
An heol a sav, setu m’en em dennont kuit,
evit mont da c’hourvez en o zoulloù.
Ha tro an den eo da vont er-maez evit e labour,
evit e drevell betek ar serr-noz. (Salm 103)

Rémi Chénonoreply@blogger.com0